Mont d’an endalc’had

Kronos

Eus Wikipedia
Kronos
Image
Titaned
Rann eusUranids Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΚρόνος Kemmañ
TadOuranos Kemmañ
MammGaia Kemmañ
PriedRea Kemmañ
Kompagnun(ez)Heimarmene, Evonyme Kemmañ
Lec'h annezMount Othrys Kemmañ
Iconographic symbolfalz Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek, Mitologiezh Henc'hres Kemmañ
Bet erlec'hiet gantZeus Kemmañ
Erlec'hiañ a raOuranos Kemmañ
Image
Kronos o spazhañ e dad, Ouranos, livet gant Giorgio Vasari ha Gherardi Christofano, XVIvet kantved, Palazzo Vecchio, Firenze.
Image
Kronos o tebriñ e vugale, hervez Rubens.

Kronos (Κρόνος / Krónos e henc'hresianeg) eo ar yaouankañ eus an d-Titaned e mojennoù Hellaz kozh.

E relijion ar Romaned e oa Saturnus, e latin, deuet da vout Sadorn e brezhoneg.

Mab e oa da Ouranos (an Oabl) ha da C'haia (an Douar). Roue e oa war an Ditaned, ha tad e oa da Zeus.

Alies e sav meskaj etre C'hronos (Χρόνος e henc'hresianeg), unan eus an doueed koshañ, doue an amzer hervez an hengoun orfek.

Image
Trec'h Gwener (Afrodite), gant Angelo Bronzino. Trec'h ar yaouankiz war an doue kozh Kronos, a-gleiz en daolenn.

P'edo Ouranos o virout ouzh Gaia da c'henel an Ditaned dre fouzhañ anezhi dizehan, ez eas Kronos da gemer ur falz hag e troc'has kalc'h e dad, a zistroas d'an Oabl. Nemet teurel a reas ur mallozh war e vab: pa vo deuet mab Kronos d'e vent e savo ivez a-enep d'e dad.

Neuze e c'hanas Gaia an Ditaned. Nemet nac'h a eure Kronos lezel bugale euzhus Gaia hag Ouranos da redek dre ar bed. Chadennañ a eure e vreudeur siet, ar Gikloped hag an Hekatonc'hired, ha teurel anezho e goueled an Tartaros, ar bed dindan an douar.

Ha setu Kronos mestr ar bed.

Gant Rea en doe bugale, met soñj en doa eus mallozh e dad Ouranos: debriñ a rae pep hini eus e vugale an eil war-lerc'h egile, dre ma vezent ganet. Hestia, Demeter ha Hera, e deir verc'h kentañ, ha Haides ha Poseidon war-lerc'h, a voe debret gant Kronos. Met pa erruas ar c'hwec'hvet, war ali Gaia he mamm, ez eas Rea da guzhat ar bugel, hag e lakaas ur maen en e lec'h, hag a voe lonket ken aes all gant an tad.

Hennezh e oa Zeus.

Kreskiñ a eure pell diouzh e dud, ha pa voe deuet d'e vent en em gavas gant unan eus tri mil merc'h Okeanos, Metis hec'h anv, doueez ar gwidreoù. Zeus en devoa c'hoant da vont da zieubiñ e vreudeur ha c'hoarezed, ha sikour a gavas gant Metis. Ha hi da aozañ un died hud hag a roas da Rea, dezhi d'ober da Gronos lonkañ an evaj-se. Pa evas Kronos e tislonkas kement tra en devoa lonket betek neuze. Zeus, Demeter, Hestia, Hera, Poseidon ha Haides a gavas repu e lein menez Olympos.

Neuze e krogas Brezel an Ditaned ouzh Doueed an Olympos.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.