Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

Mary Read (war-dro 1690–1721) a oa ur vorlaerez saoz brudet.
Mary Read a oa bet ganet en Devon e dibenn ar XVIIvet kantved. Pa varvas he breur henañ Willy e krogas he mamm (intañvez ur c’habiten) da wiskañ anezhi evel ur paotr a-benn kenderc’hel da resev arc’hant a-berzh mamm-gozh Mary rak fellout a rae d’ar vamm-gozh reiñ hec’h arc’hant d’he mab-bihan henañ). Mary a voe mevel da gentañ ha goude-se e labouras e bourzh ur vag hag ez eas d’an arme. Eno e kejas ouzh ur marichal al lojeiz hag e timezas gantañ. Un ostaleri a savjont asambles e Breda en Izelvroioù. Goude pevar bloaz e varvas gwaz Mary hag e voe serret an ostaleri.
Mary a zeuas a-benn da lakaat krediñ e oa ur paotr bepred, hag e savas e bourzh ur vag kenwerzh izelvroat dindan an anv Mark Read. Preizhet e voe ar vag gant ur vagad morlaeron a Vro-Saoz. Hervez lod e vije bet degemeret Mary ganto, hag o dije kaset anezhi betek New Providence en enezeg Bahamas.
E-pad ar veaj-se e kejas ouzh Jack Rackham hag ouzh Anne Bonny (ur vorlaerez hag a oa gwisket evel ur paotr ivez). Rackham a gemeras anezhi en e skipailh, dre ma soñje e oa ur paotr. Diwezhatoc’h e tizoloas e oa ur plac’h met degemer a reas anezhi.
E miz Here 1720 e kasas gouarnour Jamaika soudarded ar c‘habiten Barnet da dapout Jack Rackham hag e skipailh, ennañ Mary Read hag Anne Bonny. Mary hag Anne a voe heuget pa weljont e oa divarrek ar vorlaeron d’en em gannañ, gant ar mezv ma oant diwar ur c’horfad an derc’hent. Daou anezho a voe lazhet ganto o-div, ha gloazañ a rejont re all, Jack Rackham en o zouez. An emgann a badas un eur a-raok m’en em zaskorjas an div vaouez.
Harzet e voe an holl vorlaeron ha barnet da-heul. Ne voe ket kondaonet an div vaouez d’ar marv peogwir e lavarjont e oant dougerezed. Mary a gasas dibenn he buhez en toull-bac’h, ha mervel a reas eno abalamour d’ar derzhienn velen, pe marteze abalamour d’ur golladenn e miz Ebrel 1721. (muioc'h...)
Keleier
- 25 a viz Gwengolo : marvet eo ar romantour skosat Peter May (skeudenn).
- 25-28 a viz Gwengolo : beaj ar pab Leon XIV, e Bro-C'hall. Tremen a ra dre Pariz, Lourdes ha Metz.
- 16 a viz Gwengolo : Hashim Thaçi, bet kentañ ministr ha prezidant Kosovo, zo kondaonet da 25 bloavezh toull-bac'h evit torfedoù brezel graet pa oa e penn Arme Dieubidigezh Kosovo.
- 14 a viz Gwengolo : en em vodañ a ra kentañ ministred Hanternoz Iwerzhon, Bro-Skos ha Kembre e Kerdiz ha kensinañ a reont ur skrid a embann gwir o broioù d'en em ren o-unan.
- 13 a viz Gwengolo : e dilennadeg evit parlamant Sveden ez a ar maout gant sokial-demokrated ar Sveriges Socialdemokratiska Arbetareparti.
- 9 a viz Gwengolo : tan-gwall an MV June Aster e Filipinez, lazhet ez eus da nebeutañ 76 treizhad ha 13 a zo dianket.
- 6 a viz Gwengolo : gant ar strollad eus an tu-dehoù pellañ Dazeilad evit Alamagn ez a ar maout, gant 43,8% eus ar mouezhioù, en dilennadeg evit al Landtag (ar parlamant rannvroel) e Saks-Anhalt.
- 4 a viz Gwengolo : gant bodadeg veur Aozadur ar Broadoù Unanet eo kemeret an diviz da implijout evit ar c'hartennoù eus ar bed banndres Eckert IV e-lec'h hini Mercator.
- 2 a viz Gwengolo : dilennet eo Ülle Madise gant parlamant Estonia da vezañ prezidantez ar vro-se.
- 29 a viz Eost : en Island e sav 52,5% eus ar voterien a-enep adkregiñ da glask mont e-barzh Unvaniezh Europa.
- 28 a viz Eost : marv eo ar roue Harald V e Norvegia ; mont a ra e vab Haakon VIII da vezañ roue ar vro en e lec'h.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?

- E 1893, Zeland-Nevez e voe ar vro gentañ o reiñ d'ar merc'hed ar gwir da votiñ, a-drugarez d'ar stourm hir gant Kate Sheppard.
- Ken bras ha niverus e oa bet ar c'hudennoù teknikel pa oa bet embannet Cyberpunk 2077 ma chom unan eus an embannoù gwashañ en istor ar c'hoarioù video.
- Ar c'hentañ fuzuilh eneptank e oa bet an Tankgewehr M1918, 18.5 kilogram e oa e bouez ha 1m70 e hirder.
- Eus ar barzh kembreat Rhys ap Dafydd Llwyd ap Llywelyn Lygliw ne ouier netra nemet e anv ha chomet ez eus bet ur barzhoneg gantañ nemetken, unan karantez evit ur plac'h dianav.
- Olybrius marvet e 472 e oa bet diwezhañ Impalaer roman ar C'hornôg eus an dierniezh Teodosius.
- Ouzhpenn 890 loarenn a zo e koskoriad an Heol.
- Ar papigod a oa ur sport poblek e Breizh er Grennamzer.