Mont d’an endalc’had

Bitcoin

Eus Wikipedia
Bicoin
Image
Perzhioù
Liester bitcoins (en)
Arouez
Kod BTC (nann-ISO 4217)
Spisder 10-8
Ranngementennoù
1⁄1000 millibicoin
1⁄1000000 microbitcoin
 1⁄100000000 satoshi[1]
Diorroadur
Kentaozer Satochi Nakamoto
Levr gwenn Bitcoin: A Peer-to-Peer Electronic Cash System
Sevenidigezh Bitcoin Core
Kentel gentañ 0.1.0 (09/01/2009)
Kentel nevesañ 30.0.0 (11/10/2025)
Kambr houarnet GitHub
Stad War ober
Lavar C++
Doare mammenn Digor ha digoust
Aotre MIT License

Internet (fr) bitcoin.org

Bitcoin (BTC, ₿ pe XBT) zo ur c'hriptomoneiz hag ur rouedad paeañ par-ouzh-par (P2P) krouet e 2008 gant un den pe ur strollad tud dizanv gant an anv-pluenn Satoshi Nakamoto. Embannet eo bet ar c'hod mammenn e miz Genver 2009 gant an doare open-source, ar pezh a verk ganedigezh ar rouedad moneiz niverel digreizennet kentañ. Implijet e vez an doare skrivañ « bitcoin » evit lakaat ar gaoz war ar c'hriptomoneiz, ha « Bitcoin » gant ur bennlizherenn evit kaozeal deus ar rouedad par-ouzh-par.

Diazezet eo Bitcoin war un deknologiezh anvet blockchain e saozneg, chadenn vloc'hoù e brezhoneg, ul levr foran ha n'eo ket posupl falsañ eo, e-lec'h ma vez enrollet an holl eskemmoù. Gwiriekaet e vez an eskemmoù-se gant ur rouedad urzhiataerioù digreizennet anvet « mengleuzierien », hag a warez ar rouedad en ur ziskoulmañ jedadennoù kriptografikel. En eskemm d'o labour, e resevont bitcoinoù nevez. Bevennet eo an niver a victoinoù, 21 milion a vo d'ar muiañ, met posupl eo rannañ bep bitcoin e lodennoùigoù bihanoc'h betek 8 niver goude ar virgulenn, anvet « Satoshi » en enor da Satochi Nakamoto.

Talvoud ar Bitcoin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digreizennet eo ar Bitcoin, ha ne vez ket graet war e dro gant ur bank kreiz, setu perak e cheñch talvoud ar bitcoin hervez ar c'hinnig hag ar goulenn, evel talvoud ar c'hevrannoù gwerzhet ha prenet en eskemmdioù. Abalamour d'an dra-se ha d'ar fed e chom diaes da implijout evit paeañ war ar pemdez, ne vez ket gwelet ar Bitcoin gant tud zo evel ur moneiz gwirion.

E miz Du 2025 ez euz 19,95 milion a victoinoù diwar ar 21 milion a vo d'ar muiañ. Ar priz uhelañ bet tizhet betek-henn eo 106 537,82 € evit ur bitcoin, tizhet eo bet ar priz-mañ d'ar 7 a viz Here 2025, pa dalveze ur bitcoin 214,76 € 10 vloaz abretoc'h e miz Here 2015.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. En enor da Satochi Nakamoto.