Ledringem
| Kumunioù Frañs | |
|---|---|
| Anv izelvroek ha flandrezek kornôgel | Ledringem |
| Anv ofisiel | Ledringhem |
| Lec'hiadur | |
| Skoed | |
| Riez | |
| Rannvro | Hauts-de-France |
| Departamant | Norzh |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Dukark |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes de l'Yser |
| Kanton | Wormhout |
| Kod INSEE | 59338 |
| Kod post | 59470 |
| Maer | Christian Delassus |
| Amzer-gefridi | 2014-2020 |
| Gorread | 7,01 km² |
| Led | 50° 51' 19" Norzh |
| Hed | 02° 26' 30" Reter |
| Uhelder kreiz | 19 m |
| Uhelder bihanañ | 11 m |
| Uhelder brasañ | 26 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 679 (2011) |
| Stankter | 97 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Ledringem en izelvroeg, anv ofisiel e galleg: Ledringhem , a zo ur gumun eus Flandrez Frañs (departamant Norzh), er Westhoek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet ar gêriadenn e mare ar Gelted kozh pe galian-roman . Orin an anv a vefe "ti" pe "bro" (hem) "Ledrae", hemañ o vout un tiern galian. E dibenn en XIXvet kantved e voe kavet un teñzor, ennañ 50 000 pezh aour galian-roman (25 000 liv ruz gante, abalamour d'ar c'houevr stank enne, 25 000 liv melen dezhe).
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel-bed kentañ: tammoù obuzioù ha restadoù munisionoù a gaver c'hoazh en ur dreiñ an douar e parkeier Ledringem, pezh a ziskouez edo Ledringem war an talbenn.
- Mae 1940:
- devet e voe milin Ledringem e-pad an emgannoù. Gant e benn e voe adkempennet an Drievenmeulen, milin Steenvoorde ;
- un emgann a voe e Ledringem d’ar 25 ha d’an 26 etre soudarded ag ur rejimant saoz, ar 5th Glosters (Gloucestershire Regiment), hag al Lu alaman;
- 1944: un emgann a voe e Ledringem etre al Lu breizh-veuriat hag al Lu alaman p'edo an Alamaned o kuitaat reter Bro-C'hall evit mont daved Brusel. Merket eo mogerioù lod ag an tiez gant boledigoù mitrailhetennoù.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tremen 50 (52 marteze) soudard saoz eus ar C'hommonwealth a voe douaret er vered e miz Mae 1940, e-pad an Eil brezel- bed. 10 anezhe a zo dianv. Bez unan anezhe ne c'hell ket bout lec'hiet ez resis[1].
Glad relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz mod hallekerke (gant tri nav-iliz, memes ment dezhe), gouestlet da Sant Omer, eus an XVIvet kantved, gant ograoù hag ur gador-prezeg ag an XVIIIvet kantved, un tabarlank hag ur stern-aoter a Sant Omer ag an XVIIIvet kantved.
- Meur a chapel war ar maez.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs 1793-2011
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| 2000 | → bremañ | Christian Delassus | ||
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ ww2museums
- ↑ Cassini hag EBSSA