Mont d’an endalc’had

Parvati

Eus Wikipedia
Parvati
Parvati
An doueez Parvati kizelladur an 12vet kantved
Familh Tad: Himavat

Gwaz:Shiva
Bugale: Ganesh
Kartikeya
Ashokasundari

Parvati (sañskriteg : पार्वती (Pārvatī)) zo un doueez hindou. Doueez ar garantez, an deoliezh hag ar struj ez eo.

Parvata (पर्वत) zo unan eus ar gerioù sañskriteg evit "menez" ; anvet eo "Parvati" dre hengoun, evit bezañ merc'h ur roue hag a zo un alegorienn eus an Himalaya (roue Himavat)[1]. Parvati a dalvez "hini ar menez"[2].

Anvioù all a laka anezhi da vezañ stag ouzh ar menezioù : Shailaja, Girija pe Shailaputri (merc'h ar menezioù), Haimavati (merc'h Himavan), Maheshvari (gwreg Maheshvara), Girirajaputri (merc'h roue ar menezioù)[3].

Bet eo ivez doueez an nerzh hag ar galloud doueel.

Asambles gant Lakshmi ha Saraswati, an teir doueez a zo un dreinded, anvet Tridevi[4].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Edward Balfour, Parvati, p. 153, The Encyclopaedia of India and of Eastern and Southern Asia
  2. (en) Alain Daniélou (1992), Gods of Love and Ecstasy: The Traditions of Shiva and Dionysus pp 77–80
  3. (en) Kinsley, David R. (1988). Hindu Goddesses: Visions of the Divine Feminine in the Hindu Religious Tradition. University of California Press
  4. (en) Mark W. Muesse. The Hindu Traditions: A Concise Introduction. Fortress Press. p. 157.