Tehran
| Rann eus | Greater Tehran |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 20 Meu 1794 |
| Anv ofisiel | تهران |
| Anv er yezh orin | تهران |
| Moranv | دار السلطنه |
| Yezh ofisiel | perseg |
| Kevandir | Azia |
| Stad | Iran |
| Kêr-benn eus | Iran, Qajar Iran, Iran Pahlavi, Tehran Province, Tehran County |
| E tiriad | Central District |
| Gwerzhid-eur | UTC+03:30, Iran Standard Time Zone, UTC+04:30 |
| Daveennoù douaroniel | 35°41′20″N 51°23′23″E |
| Penn an aotrouniezh | Alireza Zakani |
| Korf lezenniñ | Islamic City Council of Tehran |
| Ezel eus | League of Historical Cities |
| Moneiz | Iranian rial |
| Perc'henn war | Shohada Stadium (Qods) |
| Kod-post | 13ххх-15ххх |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.tehran.ir/ |
| Hashtag | Tehran |
| Istor | Timeline of Tehran |
| Rummad tost | Category:Tehran-related lists |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Tehran |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Tehran |
| OpenStreetMap zoom level | 13 |
| Kod pellgomz an takad | 021 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Tehran |


Tehran (تهران Tehrān e perseg, distaget [tʰehˈɾɒːn]) eo kêr-benn Iran.
E miz Eost 2010 e oa annezet gant 8 429 807 a dud[1], ar pezh a dalvez ez eo Tehran kêr vrasañ Iran hag an 19vet kêr vrasañ er bed, a-fet poblañs[2].
Tehran eo kreizenn greanterezh Iran, e meur a dachenn : kirri-tan, tredan, armoù, gwiadoù, kimiezh... Unan eus kreizennoù bras Iran eo ivez evit ar gwerzhañ arrebeuri ha pallennoù. En XXvet kantved ez eus tud e-leizh a dud eus maezioù Iran da Dehran da chom. Abalamour da se e kaver enni mesk-ha-mesk meur a bobl, a yezh, a sevenadur, a relijion ivez (kristenien eus Armenia, Yuzevien...). Ouzhpenn ar savadurioù kozh, ar moskeennoù, an ilizoù, ar sinagogennoù hag an temploù zoroastrat, e weler ivez e Tehran savadurioù arnevez, evel an Tour Azadi hag an Tour Milad zo deuet da vezañ arouezioù eus Tehran. Unan eus kêrioù marc'hadmatañ ar bed eo Tehran, a-fet koust ar vuhez[3],[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ World's largest cities and towns and statistics of their population
- ↑ World Urbanization Prospects: The 2009 Revision Population Database, Esa.un.org, 25-09-2010
- ↑ "Tehran remains least expensive city in the world among 124 surveyed cities", Payvand.com, 25-09-2010
- ↑ "Top 10 Cheapest Cities In The World", Housingnepal.com, 28-02-2009 & 25-09-2010.