Central Intelligence Agency
| Deiziad krouiñ | 18 Gwengolo 1947 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Central Intelligence Agency |
| Anv er yezh orin | Central Intelligence Agency |
| Anv berr | CIA |
| Den heverk | Walter Bedell Smith, Hoyt Vandenberg |
| Perzhiad e | Cuban Project |
| Brezel | War on Terrorism |
| Oberenn heverk | Humans of CIA |
| Diellaouet gant | National Archives and Records Administration |
| Diazezer | Dwight D. Eisenhower, William J. Donovan, Allen W. Dulles, Harry S. Truman |
| Den e penn an aozadur | Director of the Central Intelligence Agency |
| Prezidant | Gina Haspel, William J. Burns, John Ratcliffe |
| Merour/rener | Gina Haspel, William J. Burns, John Ratcliffe |
| Testenn ar ger-stur | The Work of a Nation. The Center of Intelligence |
| Bro | Stadoù-Unanet |
| Ezel eus | United States Intelligence Community |
| A dalv evit tiriad | Stadoù-Unanet |
| Aozadur mamm | Gouarnamant Kevredadel Stadoù-Unanet Amerika, Office of the Director of National Intelligence |
| Isaozadur | Directorate of Operations, Directorate of Science and Technology, Operations Support Branch, Central Intelligence Agency Office of Inspector General |
| Perc'henn war | Crypto AG |
| Sez sokial | Langley, Virginia |
| Foundational text | Central Intelligence Agency Act |
| Erlec'hiañ a ra | Office of Strategic Services, Central Intelligence Group, Strategic Services Unit |
| Prizioù resevet | Doublespeak Award |
| Chomlec'h | 1000 Colonial Farm Rd, McLean, VA 22101 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.cia.gov |
| Deskrivet en URL | https://www.federalregister.gov/agencies/central-intelligence-agency |
| URL ofisiel ar c’hinnigoù implij | https://www.cia.gov/careers |
| Istor | history of the Central Intelligence Agency |
| A implij | human intelligence |
| Roll elfennoù | list of CIA controversies |

Ar Central Intelligence Agency (berraet en CIA) zo ur servij titouriñ en estrenrvo trevour eus gouarnamant Kevredadel Stadoù-Unanet Amerika ha kefridiet da harpañ ar surentez vroadel dre dastum hag analizañ titouroù eus ar bed-holl hag ivez da seveniñ oberiadurioù kuzh. Pennlec'h an ajañs a zo er George Bush Center for Intelligence e Langley, e Virginia, lesanvet ivez "Langley". Un ezel diazez eo ar CIA e kumuniezh titouriñ ar stadoù-Unanet. E penn an aozadur abaoe 2004 e vez rener broadel an titouriñ, hag a rank degas kuzulioù ha titouroù d'ar prezidant ha d'ar c'habined, met sikour a ra ivez dre degas titouroù da aozadurioù lies evel an nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet ha betek kevredidi estren.
E penn ar CIA e kaver ur rener ha rannet eo an aozadur e meur a zirektorelezh, evel direktorelezh an analizañ ha direktorelezh an oberiadurioù. An difoc'h bras a vez gant ar Federal Bureau of Investigation (FBI), eo ar CIA n'en deus ket galloudoù na kefridioù polis ha mennet eo dreist-holl gant an titouriñ en estrenvro, evit an tiriad broadel n'eus nemet an National Resources Division.[1] Ar CIA a rank liammañ an holl oberiadurioù titouriñ denel (HUMINT). Ar CIA en deus sikouret broioù da sevel ajañsoù titouriñ, ha sikour a ra kalz aozadurioù estren. Levezon politikel a zo gant ar CIA dre kas da benn oberiadurioù gant unvezioù damsoudardel, evel re ar servij ispisial. Harpañ a ra ivez strolladoù politikel ha gouarnamantoù estren, dre kenstrollañ, krouiñ steuñvioù, gourdoniñ hag harpañ jahinerezioù, hag harp teknikel. Kemeret en deus perzh e meur a cheñchamant renad ha savet steuñvioù evit lazhañ pennoù gouarnamant en estrenvro hag ivez tagadennoù sponterezh war trevourien.
