Dollar
Dollar eo anv tremen 25 moneiz er bed.
Dollar Stadoù-Unanet Amerika, hag a voe anvet hervez ar moneiz etrebroadel dollar Spagn
(spagnoleg : real de la ocho "pezh 8", peso duro, peso fuerte, peso, dólar), a voe staliet e 1792 ; an dollar kentañ ha koshañ eo.
$ eo arouez an dollar en darn vuiañ eus ar broioù a ra gant an anv, hag an hevelep arouez a vez implijet gant meur a Stad ar peso o moneiz ofisiel.

Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar ger alamanek thaler eo orin an anv dollar ; dont a ra eus taler (testeniekaet er bloavezhioù 1530), a zo ur berradur eus Joachimtaler. E kêr Joachimstal e Kurunenn Bohemia (1348-1918), a zo Jáchymov hiziv e Tchekia, e voe digoret e 1516 ur vengleuz arc'hant, hag e 1518 e voe kognet ar pezhioù moneiz kentañ. Kement ha "traoñienn" e talvez an anv alamanek -taler (a roas dale, heñvelster, e saozneg). Meur a reizhskrivadur alamanek a gaver e dibenn ar XVIvet kantved : taler, thaler, thaller, toler, ha daler, dahler en alamaneg izel. Ar stumm Thaler a voe skoueriek adalek an XVIIIvet kantved betek 1902, ar bloaz ma voe skrivet Taler a-c'houde Kuzuliadeg ar Reizhskrivadur 1901 (Orthographische Konferenz von 1901) a voe dalc'het e Berlin.
Meur a yezh o deus degemeret ar ger taler dindan stumm pe stumm.
|
Pa 'z eo an eil darn eus ar ger joachimsthaler a voe degemeret e kalz yezhoù, ar ruseg a zibabas an darn gentañ, a droas da ефимок efimok betek kreiz an XVIIIvet kantved[1]. Dollar (Доллар) eo ar ger a vez arveret e Rusia ivez hiziv avat.
A-raok ar Joachimsthaler e oa ar Guldengroschen pe Guldiner, a oa ur pikol pezh-moneiz en arc'hant (daoust d'ar ger Guld talvezout kement hag "aour") a veze kognet en Tirol alaman abaoe 1486 hag a voe degemeret gant Dugelezh Saks e 1500. Roue Bohemia a vennas kaout an hevelp pezh-moneiz, a voe ar Joachimsthaler.
Europa ha Norzhamerika trevadennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude Joachimsthaler ar XVvet kantved e teuas Reichsthaler an Impalaeriezh santel roman german, a badas pelloc'h, pa voe en implij betek an XIXvet kantved. An Izelvroioù a gognas o dollaroù dezho ivez er XVIvet kantved : "dollar Bourgogn e groaz" (Bourgondische Kruisrijksdaalder)[2], "dollar e leon" (Leeuwendaalder) hag ar Rijksdaalder. Al Leeuwendaalder a veze arveret gant marc'hadourien an Izelvroioù er Reter-Kreiz, en Indez Nederlandat ar Reter, er C'harib nederlandat hag en Trizek Trevadenn e Norzhamerika[3],[4]
Daoust d'al Leeuwendaalder avat e chomas atav ar peso spagnol ar moneiz pennañ e trevadennoù Amerika, ha ken abred ha 1581 e voe anvet "dollar" eno ; ar real de a ocho a veze skignet a-vras en trevadennoù spagnol en Amerika hag er Filipinez[5],[6],[7].
Arouez an dollar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ gwezh ma 'z eo testenieket arouez an dollar eo en ul lizher kenwerzhel er bloavezhioù 1770, e stumm ar berradur henskridoniel ps
a rae dave d'ar peso spagnol[8], da lavaret eo "dollar Spagn", a oa e anv e Norzhamerika breizhveurat. Etre dibenn an XVIIIvet kantved ha deroù an XIXvet kantved e voe izelaet an s 
nebeut-ha-nebeut, betek bout war ar "P". An arouez $ a voe degemeret en un doare ofisiel a-gevret gant ar moneiz e 1785 gant Stadoù-Unanet Amerika[9],[10].
Dollar SUA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare ar Reveulzi amerikan (1765–1783) e teuas an dólar spagnol da vout pouezus-tre, pa wareze ar moneiz fiziek a oa embannet gant an trevadennoù ha gant Kendalc'h ar C'hevandir (Continental Congress, a oa bodadeg-lezenniñ an Trizek Trevadenn vreizhveuriat). Dre ma nac'he Breizh-Veur pourchas moneiz kreñv d'he zrevadennoù en Amerika e oa arc'hant spagnol a veze arveret eno, e-kichen moneiz gall hag izelvroat, a-drugarez da floderezh gant ar C'harib. Paot e oa an dollaroù spagnol en Trizek Trevadenn eta, ha lezennel zoken e oant e Virginia.
D'an 2 a viz Ebrel 1792, Alexander Hamilton (1757-1804), anezhañ Maodiern an Teñzor SUA, a zisklêrias d'ar C'hendalc'h ar c'hementad resis a arc'hant a oa bet kavet er pezhioù dólar spagnol. Diwar e labour e voe termenet dollar SUA[11] : un unanenn 375.25 grain, eleze 24,057 gramm[12] arc'hant glan pe 416 grain (26,956 gramm) arc'hant skoueriek[13], ar peurrest o vout ur c'hendeuzad[14]. Resisaet ez eus bet e ranke "moneiz kontoù" (money of account) Stadoù-Unanet Amerika bout e dollaroù pe e rannoù anezho. Ouzhpenn da se e voe termenet pezhioù-moneiz izeloc'h o zalvoudegezh dre dregantadoù eus ar pezh 1 dollar, en doare ma ranke ½ dollar bout kognet gant ½ eus arc'hant un dollar, ¼ $ gant ¼ eus arc'hant 1 $, hag all.
Un Act all a voe embannet e miz Genver 1837, a grenne pouez an dollar da 412,5 greunenn (26,729 gramm) gant ur c'hendeuzad 90% ag arc'hant ennañ, an disoc'h o vout 371,25 greunenn arc'hant en 1 dollar bepred. D'an 21 a viz Genver 1853 e voe krennet war ar c'hementad a arc'hant a oa er pezhioù bihan : da neuze ne glote mui o anv gant o c'hementad a arc'hant e-keñver ar pezhioù 1 dollar.
Diwezhatoc'h e voe embannet meur a Act hag a gemmas natur ha kementad ar metal ar pezhioù-moneiz stadunanat, kement ha ken bihan ma n'eus lezenn ebet hiziv da dermeniñ an "dollar" e lezenneg SUA [15],[16],[17]. An tostañ d'un termenadur a c'heller kavout hiziv eo hemañ : Maodiern an Teñzor a werzho arc'hant diwar an divizoù a gavo dereat, gant ma ne vint ket izeloc'h eget $1.292929292 evit un oñs troy
, da lavaret eo 41,568 $ evit 1 kg arc'hant[18].
E 1965 e oa bet dilamet an darn vrasañ eus an arc'hant diouzh pezhioù-moneiz SUA ; an dollar a droas d'ur moneiz fiziek ha neuennus hep bout skoret gant aour pe arc'hant. Kenderc'hel a ra Moneiz SUA da gognañ pezhioù $1 en arc'hant, hogen ne vezont ket lakaet da redek.
Stadoù hag a implij ar ger "dollar"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Moneiz | Kod ISO 4217 | Stad / tiriad | Staliadur | Moneiz kent |
|---|---|---|---|---|
| XCD | Dollar Karib ar Reter | 1965 | Dollar breizhveurat ar C'harib | |
| AUD | Dollar aostralian | 1966 | Lur sterling aostralian (1910–1966) Lur sterling (1825–1910) | |
| BSD | Dollar ar Bahamas | 1966 | Lur sterling ar Bahamas | |
| BBD | [Dollar Barbados | 1972 | Dollar Karib ar Reter | |
| BZD | Dollar Belize dollar | 1973 | Dollar breizhveurat Honduras | |
| BMD | Dollar Bermuda | 1970 | Lur sterling | |
| BND (SGD) | Dollar Brunei (A-gevret gant dollar Singapour) | 1967 | Dollar Malaya[19] ha Borneo vreizhveurat | |
| XCD | Dollar Karib ar Reter | 1965 | Dollar Karib ar Reter | |
| FJD | Dollar Fidji | 1969 | Lur sterling Fidji | |
| XCD | Dollar Karib ar Reter | 1965 | Dollar Karib ar Reter | |
| GYD | Dollar Guyana | 1839 | Dollar Karib ar Reter | |
| HKD | Dollar Hong Kong dollar | 1863 | Roupi, Real spagnol e Mec'hiko, Wén (Sina) | |
| KYD | Dollar Inizi Cayman | 1972 | Dollar Jamaika | |
| JMD | Dollar Jamaika | 1969 | Lur sterling Jamaika | |
| CAD | Dollar Kanadian | 1858 | Dollar spagnol (kent 1841 Lur sterling kanadian (1841–1858) Dollar an Douar-Nevez (1865–1949 e Dominion an Douar-Nevez | |
| KID (AUD) | Dollar Kiribati dollar (A-gevret gant an dollar aostralian) | 1979 | Dollar aostralian | |
| LRD | Dollar liberian | 1937 | Dollar SUA | |
| NAD (ZAR) | Dollar namibian (A-gevret gant rand Suafrika) | 1993 | Rand Suafrika | |
| AUD | Dollar aostralian | |||
| XCD | Dollar Karib ar Reter | 1965 | ||
| XCD | Dollar Karib ar Reter | 1965 | ||
| XCD | Dollar Karib ar Reter | 1965 | ||
| SGD (BND) | Dollar Singapour (A-gevret gant dolar Brunei) | 1967 | Dollar Malaya ha Borneo vreizhveurat | |
| SBD | Dollar Inizi Salomon | 1977 | Lur sterling aostralian | |
| SRD | Dollar Surinam | 2004 | Florin Surinam | |
| TWD | Dollar nevez Taiwan | 1949 | Dollar kozh Taiwan | |
| TTD | Dollar Trinidad ha Tobago | 1964 | Dollar ar C'harib breizhveurat | |
| TVD AUD | Dollar Tuvalu (A-gevret gant an dollar aostralian) | 1976 | ||
hag o ziriadoù | USD | Dollar SUA | 1792 | Dollar Spagn Moneiz trevadennel SUA |
hag ziriadoù kenstag | NZD | Dollar Zeland-Nevez | 1967 | Lur sterling Zeland-Nevez |
Stadoù m'emañ dollar SUA ar moneiz ofisiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Stad pe diriad | Staliadur | Moneiz kent |
|---|---|---|
| 2001 | ||
| 2001 | Colón Salvador | |
| 1979[20] | ||
| 1981[21] | ||
| 1979[21] | ||
| 2002 | Roupi indonezian |
Tiriadoù all hag a implij un "dollar"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Tiriad | Moneiz |
|---|---|
| Dollar Karib ar Reter | |
| Dollar SUA | |
| Dollar SUA (a-gevret gant al lur sterling) | |
| Dollar SUA | |
| Dollar Karib ar Reter | |
| Dollar SUA | |
| Dollar kanadian (a-gevret gant an euro) | |
| Dollar SUA | |
| Dollar SUA |
Stadoù hag a zegemer an dollar en un doare nann-ofisiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Stadoù hag o deus bet un "dollar" da voneiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| Stad | Staliadur | Distaliadur | Evezhiadennoù |
|---|---|---|---|
| 1945 | 1976 | Thaler a oa moullet war ar bihedoù e-kichen ar skrid saoznek. Rannet e oa etre 100 santim (diwar ar galleg centime. E 1976 e voe birr anv ofisiel moneiz ar Stad. | |
| 1967 | 1975 | D'an 12 a vie Even 1967 ec'h erlerc'hias an dollar malaysian ouzh dollar Malaya ha Borneo vreizhveuriat. Ringgit eo anv ofisiel moneiz ar Stad abaoe 1975. | |
| 1791 | 1805 | Rannet e oa dollar Sierra Leone etre 100 cents ; digemm e chome e dalvoudegezh e-keñver al lur sterling : 1 dollar = 4,16 shilling. | |
| 1497 | 1868 | ||
| 1815 | 1828 | Rixdollar Ceylon e oa moneiz British Ceylon e deroù an XIXvet kantved. | |
| 1861 | 1865 | Confederate States dollar (C$), staliet adalek miz Meurzh 1861. | |
| 1970 | 1980 | E 1970 ec'h erlerc'hias an dolla rhodesian ouzh al lur sterling rhodesian, hag ar moneiz ofisiel e voe betek krouidigezh Zimbawe e 1980. | |
| 1839 | 1840 | Ur Stad anvet Republic of Texas a voe eus an 2 a viz Meurzh 1836 betek an 19 a viz C'hwevrer 1846 ; dollaroù Texas a voe embannet adalek miz Genver 1839 betek miz Gwengolo 1840. | |
| 1980 | 2009 | "Dollar Zimbabwe" a voe anv ofisiel pevar moneiz er Stad etre 1980 hag an 12 a viz Ebrel 2009. Un dollar all a voe implijet adalek 2019 betek 2024. Ar Zimbabwe Gold (ZWG), "Aour Zimbabwe eo ar moneiz de jure ; an dollar stadunanat (USD) hag ar rand suafrikat (ZAR) eo ar re de facto, a-douez moneiz all (dollar aostralian, lur sterling, pula Botswana, roupi India, yen Japan ha yuan Sina). |
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Cross, Bill. Dollar Default – How the Federal Reserve and the Government Betrayed Your Trust. Scotts Valley, California : CreateSpace Independent Publishing Platform, 2012 (ISBN 978-1-4752-6108-0)
- (en) Vries, Jan de & Woude, Ad wan der. The First Modern Economy – Success, Failure, and Perseverance of the Dutch Economy, 1500–1815. Cambridge : Cambridge University Press, 1997 (ISBN 978-0-521-57825-7)
- (en) Nussbaum, Arthur. A History of the Dollar. New York : Columbia University Press, 1957, p. 56 (ISBN 978-0-231-02206-4)
- (en) Rabushka, Alvin. Taxation in Colonial America. Princeton : Princeton University Press, 2010 (ISBN 978-1-4008-2870-8)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Stein, Eliot : the Czech town that invented the dollar, BBC, 15/11/2025. Kavet : 01/05/2026.
- (en) Why Is The Dollar Sign A Letter S?, Observation Deck, 02/07/2015 Kavet : 01/05/2026.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (ru) [https://trv-science.ru/2017/06/taler-dollar-efimok/ Талер, доллар, ефимок / Taler, dollar, efimok – Троицкий вариант — Наука / Troitskiy variant — Nauka, 20/06/2017 Kavet : 01/05/2026.
- ↑ (nl) (fr) Numista. Kavet : 01/05/2026.
- ↑ An Trizek Trevadenn (Thirteen Colonies) a oa trevadennoù Breizh-Veur war aodoù atlantel Norzhamerika adalek 1607 betek 1776.
- ↑ (en) The Lion Dollar: Introduction, Notre Dame, Indiana : University of Notre Dame. Kavet : 01/05/2026.
- ↑ Rabushka, 2010.
- ↑ Cross, 2012, pp. 17-18.
- ↑ De Vries & Van der Woude, 2014.
- ↑ (en) Origin of Dollar Sign is Traced to Mexico. In : Popular Science, levrenn 116, niverenn 2, 1930, p. 59 – En-linenn. Kavet : 01/05/2026.
- ↑ Nussbaum, 1957.
- ↑ (es) Riesco Terrero, Ángel. Diccionario de abreviaturas hispanas de los s.XIII - XVIII. Salamanca: Imprenta Varona, 1983 (ISBN 978-84-300-9090-7)
- ↑ (en) Coinage Act of April 2, 1792, Section 9. United States Mint, 29/09/2024. Kavet : 01/05/2026.
- ↑ 1 grain = 0,06479891 gramm.
- ↑ Arc'hant skoueriek (standard silver : 371.25/416 greunenn (0,05782835 gramm).
- ↑ Coinage Act, rann 13.
- ↑ (en) United States Statutes at Large, U.S. Government Information. Kavet : 01/05/2026.
- ↑ (en) Yeoman, R. S. A Guide Book of United States Coins. Racine, Wisconsin : Whitman, 1967 – En-linenn Kavet : 01/05/2026.
- ↑ (en) Ewart, James E. Money – Ye shall have honest weights and measures. Grand Rapids, Michigan : Principia Publishing, 1998 (ISBN 978-0-9663570-0-4)
- ↑ Ounce troy (aroueziet dre
ozt) : an oñs a veze implijet e Troyes er Grennamzer ; arveret eo c'hoazh er broioù angl-ha-saoz hag el live etrebroadel evit muzuliañ ar metaloù prizius hag ar mein-sked. Talvoudegezh : 1 ozt = 31,1034768 gramm. - ↑ Ur Stad verrbad e voe Kevread Malaya (1948-1963), 11 Stad ennañ ha Kuala Lumpur da gêr-benn.
- ↑ Ar bloaz ma voent dizalc'h diouzh SUA ; an USD zo bet miret, met abaoe 2018 emañ an USD a-gevret gant ar sovereign (SOV, aroueziet dre
), ur c'hriptomoneiz hag a voe krouet dre ar Sovereign Currency Act. - 1 2 Ar bloaz ma voent dizalc'h diouzh SUA.
- ↑ Wojtanik, Andrew (2005). Afghanistan to Zimbabwe. Washington, DC : National Geographic Society. 147 p.
- ↑ (en) Estrada, Oscar Fernandez : Return to the US Dollar in Cuba: What about the CUC?, Havana Times, 08/11/2019. Kavet : 01/05/2026.
- ↑ (en) Torres, Andrea : Cuba to accept U.S. dollars at government stores, Local 10, 16/07/2020.Kavet : 01/05/2026.
- ↑ (en) Robinson, Circles : US Dollar Taking Over in Cuba as CUC Plummets, Havana Times, 30/08/2020 Kavet : 01/05/2026.
- ↑ {(en) Kornbluh, Peter : Cuba Is Getting Rid of the CUC, Cigar Aaficionado, 15/12/2020 Kavet : 01/05/2026.
- ↑ Petra bennak ma reer balboa Panamá, dollar SUA a red evel ur moneiz ofisiel peogwir n'eus bilhed-bank balboa ebet ; pezioù-moneiz balboa zo hepken, a zo a-vent gant ar pezhioù stadunanat, ha kevatal eo o zalvoudegezh.
- ↑ (en) Lankov, Andrei. The Real North Korea: Life and Politics in the Failed Stalinist Utopia. Oxford : Oxford University Press , 2015 (ISBN 978-0-19-939003-8)
