Discogs
Discogs zo un diaz roadennoù savet dre genlabour hag ur marc'had enlinenn, ma c'haller katalogañ, gwerzhañ ha prenañ sonenrolladennoù, ne vern o skor (pladennoù fonografek, kasedigoù-klevet, CDoù, niverel...). Savet e voe e 2000 gant Kevin Lewandowski, ur programmer en embregerezh Intel hag un DJ amatour, a felle dezhañ renabliñ e zastumadeg Maxi 45-T[1]. E miz Here e oa renablet enni ouzhpenn 17 milion a oberennoù ha 9 milion a arzourien, gant 602 000 kenskriver(ez)[2].
Un arload Discogs war iOS hag Android zo ouzhpenn al lec'hienn abaoe 2016[3].
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gellout a ra implijerien Discogs enrollañ o dastumadeg personel el lec'hienn en ur glask en oberennoù renablet. Oberennoù a c'hall bezañ ouzhpennet pe kemmet gant an implijerien o-unan. Listennoù anvet wantlist, enne an oberennoù a fell d'an implijer(ez) kaout, zo ivez.
Dre ar marc'had e c'hall an implijerien, hiniennoù pe tud a-vicher, prenañ ha gwerzhañ oberennoù. Discogs a rastell 8% eus samm pep gwerzh. E 2017 e oa bet gwerzhet 8 milioù a bladennoù vinil, a rae neuze 75% eus gwerzhioù al lec'hienn[1].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) Manuel Rabasse, Analyse. Discogs, disquaire ogre, Libération, 07/12/2018 (lennet d'an 20/10/2026)
- ↑ (en) About, Discogs (lennet d'an 20/10/2026)
- ↑ (en) The official Discogs app is finally here, The Vinyl Factory, 29/02/2016 (lennet d'an 20/10/2026)