Mont d’an endalc’had

Main

Eus Wikipedia
Image
Frankfurt am Main

Ar Main zo ur stêr vras en Alamagn, un adstêr d’ar Roen.

Eienañ a ra e hanternoz Bavaria, nepell diouzh harzoù ar Republik Tchek. E Wiesbaden e vesk he dourioù gant re ar Roen. Tremen a ra ar stêr Main dre gêrioù Würzburg, Frankfurt am Main, Bayreuth, Kulmbach ha Bamberg.

Image
Red ar Main

Bageal a c'haller war ar Main a-hed 396 km. Drezañ ha dre ur ganol, ar ganol Roen-Main-Danav, e c'haller mont eus ar Roen d'an Danav.

Ar Main a oa anavezet gant ar Romaned dindan an anv Moenus. E andon a oa er menezioù Sudeti, e Germania Magna.