Mont d’an endalc’had

SWAT

Eus Wikipedia
unvez SWAT
Image
Iskevrennad eusPolice tactical unit Kemmañ
Deiziad krouiñ1968 Kemmañ
BroStadoù-Unanet Kemmañ

Ar SWAT (berradur eus Special Weapons and Tactics ; brezhoneg: Armoù ha taktikoù ispisial) zo un anv hollek evit envel unvezioù polis arbennik e Stadoù-Unanet Amerika, hag a vez implijet ivez e broioù all.

An unvezioù SWAT a vez gourdonet, dafaret hag implijet evit diskoulmañ "darvoudoù gant riskloù bras", alies reoù ha ne c'hallont ket bezañ diskoulmet gant unvezioù polis ha n'int ket bet gourdonet pe dafaret evit talañ outo, evel eskemmoù tennoù, argadennoù, skraperezh gouestlidi ha sponterezh. An unvezioù SWAT a vez dafaret gant armoù ha dafar arbennik ha ne vez ket fiziet en unvezioù polis boas, evel armoù emgefre, fuzuilhoù-resisted uhel o c'halibr, greunadennoù badaouiñ, houarnwiskoù, skoedoù balistik, lunedoù da welet en noz, ha karbedoù hobregonet.

Alies e vez gourdonet izili ar SWAT gant taktikoù ispisial evel emgannoù a-dost, tremen dorioù dre nerzh, marc'hata, ha sioulaat pa vez riskloù feulster.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.